Emañ Brûlerie du Léon e Brest abaoe 1897, ha roet he deus lañs d'ur raktres nevez : lakaat ac'hanoc'h da veajiñ e bed ar c'hafe hag an te, en ul lec'h hag a zo gouestlet dezhañ penn-da-benn : Coffee shop Brûlerie du Léon.
Ul lec'h klet, ur gartenn hep he far gant kokteloù diwar kafe, te ha chokolad, krouet gant unan en deus bet ur stummadur barista. Er programm : lemon aroma, ekspres tonik, cappuccino, latte art… peadra da lakaat ar re na gavont ket mat ar c'hafe da cheñch soñj. Gallout a reoc'h ivez debriñ war al lec'h gant podadoù gwer lipous, graet evel er gêr gant Texture traiteur, hag ivez gant dibennoù-pred, viennerezh ha Dienn-skorn Jampi. Fardañ a reomp kafe da gas gant an-unan zoken evit ar re a zo prez warno !
Ouzhpenn ober anaoudegezh gant kement-se e fell deomp kuitaat an hentoù bras ha deskiñ deoc'h penaos saouriñ ar c'hafe evel ur gwin mat. Setu ma c'haller tañva eno hon 12 kafe ispisial, krazet e Brûlerie du Léon, hag ivez ouzhpenn 70 seurt te Mariage Frères.
Coffee Shop Brûlerie du Léon zo ivez ur stal gwerzh dre ar munud : eno e kaver hon 12 seurt kafe ispisial gwerzhet diouzh ar pouez, e greun pe malet, ouzhpenn 70 seurt te Mariage Frères, diouzh ar pouez, e boestoù hag e seierigoù, hag ivez ispisiri fin ha listri ispisial.
Kit da estaj Ateliers des Capucins evit ober un dro e bed an te hag ar c'hafe !