Ul lec'h evit en em gavout ha kaozeal, un takad evit ar ouiziegezh hag ar sevenadur, gant ostilhoù kevreet, buhez enno, ar vediaoueg François Mitterrand - Les Capucins a souezh an den gant ar bras m'eo hag he servijoù nevezus.
Abaoe 2017 ez a d'ober ur gwir lec'h buhez evit an dud eus Brest pe eus pelloc'h. Ouzhpenn ur milion a dud zo bet enni dija.
Evit an holl eo ar vediaoueg, pa ginnig lec'hioù c'hoari, c'hoarioù video pe c'hoarioù-taol, atalieroù niverel, abadennoù digor d'an holl, ur c'horn evit ar grennarded, hag evel-just ouzhpenn 120 000 a deulioù war al lec'h.
Dastumadoù-glad da welet, hag a vod 11 000 teul ral pe prizius eus ar 15vet d'an 21vet kantved.
Ur plas bras o deus an implij hag ar c'henemprañ er vediaoueg gant ur c'horn evit choaz e vicher ma kinniger ur sikour hep e bar.
Er vediaoueg ez eus wifi digoust hag un ugent bennak a b-PAP (Post Moned Foran da Internet) ingalet er c'hornioù.
Abalamour da gement-se n'eo ket heñvel ar vediaoueg François Mitterrand - Les Capucins ouzh hini all ebet !