10 000 m² zo er Place des Machines. Ul lec'h iskis eo, ha n'en deus ket e bar a-fet e istor hag ar mod m'eo savet. Gallout a ra bezañ feurmet evit 500 m² d'an nebeutañ ha bezañ speurennet evel a garer. Ur "plas foran" eo, setu e c'hallomp bevenniñ ha prevesaat kornioù zo gant binvioù a bep seurt, met ne c'hallomp ket serriñ al lec'h a-bezh ouzh an holl. Gallout a reoc'h ober eus hoc'h abadenn unan espar gras da zibarded al lec'h.
