Piv omp-ni ?

E-kreiz meurgêr Brest hag a-us ribloù ar Penfell, Ateliers des Capucins zo evel ur gwir iliz-veur industriel he nevioù meurdezus, ha bez' ez eo ur were eus ar c'hentañ a-us morlenn Brest. Ar savadur pennañ war bladenn ar Gabusined ma'z eus deuet un ekokarter nevez war wel, ur gouent kozh treuzfurmet en atalieroù industriel, hiziv an deiz ez eo ul lec'h foran digor d'an holl hag a estlamm ar re vihan hag ar re vras.

 

En savoir plus sur l'équipe des Ateliers des Capucins

Degemer mat er Melting Place !

Deuit frank !

Gant ar bras m'eo an Ateliers des Capucins e c'haller pleustriñ kement tra e vezer sot gantañ keit ha ma vez c'hoant d'en ober gant re all.

…e pep gweladenn e vo souezhadennoù nevez eta ! 

Mur extérieur béton

Kaoz Kabu !

An Ateliers des Capucins eo… c'hwi ivez !

Ar re a gaoze ar gwellañ eus an Ateliers des Capucins eo ar re a ra anezho, dre an traoù int sot ganto, o gweladenn peotramant o labour ! Setu e lezomp ac'hanoc'h d'ober anaoudegezh ganto !

300 vloaz a istor(ioù)

Ouzhpenn 300 vloaz a dreuzfurmadurioù !

1695

Ur gumuniezh menec'h Kabusined staliet e Rekourañs - ur c'harter digenvez ha didud a-walc'h c'hoazh eus kêr Vrest - he doa bet aotre da sevel ur gouent eno. Er bloaz-se end-eeun e oa bet lakaet ar maen kentañ gant Vauban, marichal Frañs hag arkitektour evit an arme.

Krouet e oa karter "ar Gabusined".

1695