Staliet war uhelderioù Brest, war ar ribl dehoù, ar Fabrik 1801 zo kalz muioc'h eget ur preti ordinal. Amañ en em vesk ar bedoù hag e tispakont o alanoù liesseurt evit ho prasañ plijadur : hini ar pemp skiant.

 

Meur a zek taol ingalet war 1300 m2, ur mell pikol bar, mezzaninoù, ur c'hav, ur gabanenn evit ar vugale, ur gerniaoueg a c'haller en em bokat e kuzh dindani, rolloù-meuzioù war skritelloù bras : kement-se a ra d'al lec'h espar-mañ bezañ an hini nevez a ranker anavezout e Brest.

 

Evit an debrerien-gig a oar petra a faot dezho, dav eo mont d'ar steakhouse. Ar preti, gant ur servij ordinal, a ginnig deoc'h ur gartenn gant seurtoù kig eus ar c'hentañ.
E tu ar foodcourt e vo diaes deoc'h choaz etre ar burgerioù, ar pizzaioù, an toazennoù, da zebriñ war al lec'h pe da gas ganeoc'h. Gant ar pezh mell bar, e-kreiz al lec'h digor-mañ, e c'hallit bezañ sur e saouroc'h tapaioù lipous da noz. Nemet ha kavout a rafec'h gwelloc'h an istr ?

Troet eo al leurenn er su rik hag e stumm un N eo. Dleet e vefe dezhi sebeziñ ar Vrestiz fastetañ, gant he gwel meur war gêr !

Krignañ ha flapañ a reer

Titouroù mat da c'houzout

Mont di

Emañ ar Restaorant La Fabrik 1801 er rez-an-douar eus an Ateliers des Capucins, e tu an teleferik, er Passage des Yannicks et des Ti-Zefs.

 

Digor e vez ar Foodcourt eus 12e da 14e ha goude-se eus 19e da 22e (22e30 da Wener ha da Sadorn), gant predoù skañv servijet da Sul eus 11e00 da 15e00.

En davarn, a-hed an deiz, e kinniger deoc'h krignañ plankennadoù digor-kalon, saosison, fourmaj-kig, kirinadoù… pe istr saourus-kaer !

 

Bep Yaou adkavit an oysterwork gant Happy Hour hag istr !

Eurioù digeriñ

lun: 11:00-23:00
meurzh: 11:00-00:00
merc'her: 11:00-00:00
yaou: 11:00-00:00
gwener: 11:00-01:00
sadorn: 11:00-01:00
sul: 11:00-23:00

Penaos eo ?

intérieur fabrik 1801
intérieur fabrik 1801
intérieur fabrik 1801
intérieur fabrik 1801
intérieur fabrik 1801
Steakhouse La Fabrik 1801
Plat Steakhouse La Fabrik 1801