Grit ho mad eus ur gwel meur war morlenn Brest adalek an teleferik ! Kentañ teleferik e kêr eo hennezh, ha liammañ a ra war-eeun traoñ ar rue de Siam (arsavlec'h Jean Moulin) ouzh Ateliers des Capucins eus 11e da 00e da Lun, eus 7e30 da 00e eus ar Meurzh d'ar Yaou, eus 7e30 da 00e30 da Wener ha da Sadorn, eus 9e da 23e da Sul.
Titouroù mat da c'houzout
An eurioù
Eurioù digeriñ
Vakañsoù e-barzh
Dont e darempred ganeomp
Ateliers des Capucins
25 rue de Pontaniou 29200 Brest
Dont da Ateliers des Capucins
Gant an teleferik :
Gant an tram :
Kit gant al linenn A betek an arsavlec'h "Les Capucins".
Gant ar bus :
Kit gant al linenn 4 betek an arsavlec'h "Les Capucins".
Gant ur c'harr :
Renkit aes ho karr er parklec'h dindanzouar da baeañ, tost da Atalieroù ar Gabusined.
Teirrodeg :
Bez' ez eus un teirrodeg tredan evit an dud dalc'het en o c'herzhed (TDK) da implijout e-barzh Atalieroù ar Gabusined. Evit amprestañ anezhañ, goulennit digant ar PG Surentez, mar plij, e straed Pontaniou.
20 mun war droad
adalek Mirdi ar Morlu
13 mun
adalek gar Brest gant
ur velo
20 mun
gant ar bus
adalek Océanopolis
5 389 km
eus New-York
hag un nijadenn 6e49
Foar ar goulennoù
Petra eo eurioù digeriñ ar vediaoueg ? Ar stalioù ? An teleferik ?
An holl ditouroù diwar-benn ar vediaoueg hag ar stalioù a c'haller kavout en o fajennoù er rubrikenn kenfeurmerien. Evit a sell ouzh an teleferik, setu amañ e eurioù :
Lun 11e - 00e
Meurzh 7e30 - 00e
Merc'her : 7e30 - 00e
Yaou : 7e30 - 00e
Gwener : 7e30 - 00e30
Sadorn : 7e30 - 00e30
Sul 9e - 23e
Krouiñ ma roud ha gwelet an eurioù diwar Bibus
Daoust hag-eñ e c'hallan dont digoust da bourmen en Ateliers ?
Digoust eo an Ateliers des Capucins bemdez, d'an eurioù ma vez digor. Bez' ez int ul lec'h foran en aezamant d'an holl.
Penaos e c'hallan mont da Atalieroù ar Gabusined hep kemer ma c'harr ?
An teleferik a gas ac'hanoc'h war-eeun eus traoñ ar straed Siam betek diabarzh an Ateliers. A-hend-all e c'hallit mont gant linenn A an tramgarr pe linenn 4 ar bus ha chom a-sav en arsavlec'h "Les Capucins".
- → Krouiñ ma roud ha gwelet an eurioù diwar Bibus
Petra ober en Ateliers des Capucins ?
Eno emañ hor c'henfeurmerien evit kinnig traoù a bep seurt deoc'h : debriñ, evañ, fiñval, krimpat, en em soñjal, selaou...
Bez' ez eus traoù evit an holl ! Aozañ a reomp ivez abadennoù a bep seurt a-hed ar bloaz evit ar re vihan hag ar re vras.
Setu ma pedomp ac'hanoc'h da sellet ouzh pajennoù hor c'henfeurmerien hag ouzh ar programm evit gwelet petra eo an abadennoù da zont.
Ouzhpenn-se e c'halloc'h difoulañ en ur gas ganeoc'h ho pelo, ho pugale, ho troterez, ho plankenn-ruilh... peotramant straniñ ken eeun ha tra evel a garit.
Pelec'h e c'hallan renkañ ma c'harr en Ateliers? Daoust hag-eñ ho peus plasoù evit an dud dalchet en o c'herzhet ?
Bez' ez eus ur parklec'h dindanzouar da baeañ, tost d'an Atalieroù
- → Gouzout hiroc'h diwar Brest Park
Ya, meur a blas zo just dirak Ateliers des Capucins evit an dud o deus ur gartenn parkañ evit ar re dalc'het en o c'herzhet.
Daoust hag-eñ e c'hallan dont da lidañ deiz-ha-bloaz ma bugel pe da biknikañ war Place des Machines ?
Pep hini zo mestr eus an dachenn. Evel-just e c'hallit dont da lidañ un deiz-ha-bloaz, piknikañ, diskouez pegement e plij an dañs pe ar sonerezh deoc'h, dont da c'hoari gant ho pugale, pe straniñ ken eeun ha tra ha kemer ho tro eus hor c'henfeurmerien…
Un diviz zo memes tra : evit an abadennoù a c'hall desachañ kalz a dud, skrivit ur postel deomp, mar plij !
⚠️Ifennet eo an alkool hag ar gwer
Penaos aozañ un abadenn en Ateliers des Capucins ?
Deuet-mat oc'h, pe e vefec'h tud a vicher pe tud prevez ! Eeun eo renkañ un abadenn. Leugnit buan-ha-buan hor furmskrid prevesaat : aozañ un abadenn.
Ne gavan respont ebet da'm goulenn, penaos ober evit mont e darempred ganeoc'h ?
Na varc'hatit ket da gas ur postel pe da bellgomz deomp dre an darempredoù e traoñ ar bajenn, pe d'ober goulennoù ouzhimp dre ar rouedadoù sokial !
C'hoant am eus da anavezout ar programm, pelec'h e c'hallan sellet outañ ?
Gallout a reer sellet ouzh ar programm enlinenn war ar bajenn Programm pe war ar programmoù trimiziek a lakaer e-kerz an dud e kiosk Ateliers des Capucins hag e stalioù kenfeurmerien an Ateliers.