Ur gumuniezh menec'h Kabusined staliet e Rekourañs - ur c'harter digenvez ha didud a-walc'h c'hoazh eus kêr Vrest - he doa bet aotre da sevel ur gouent eno. Er bloaz-se end-eeun e oa bet lakaet ar maen kentañ gant Vauban, marichal Frañs hag arkitektour evit an arme.
Krouet e oa karter "ar Gabusined".